Chemin.jpg

 

"Degemer mad

...war hentoù Sant-Jakez e Breizh ..."

 

.... ULTREÏA ....

.

Savet da gentañ evit sikour ar birc'hirined pare da vont da Compostela, ar Gevredigezh Sant-Jakez eus Compostela e Breizh a astenn e barregezhioù d'an holl dachennoù liammet da birc'hirinded.

- Sikour a vez roet d'ar birc'hirined dazont :

  • dre ar pez a zo bet desket gant ar re o deus graet ar veaj ;
  • dre roidigezh ar "credencial" heptañ, na vo ket degemeret ar birc'hirined e herberc'chioù e Bro-Spagn ;
  • dre aezaat an traoù d'ar re zo vont kuit eus Breizh. Hon c'hevredigezh he deus dibabet ha balizennet an hentoù Sant-Jakez embannet ganeomp ;
  • dre stummañ implijidi herberc'chioù e Bro-C'hall hag e Bro-Spagn ;
  • dre reiñ titour war holl hentoù Sant-Jakez koulz e Bro-C'hall hag e Bro-Spagn.

- Kemer perz e enklask hag e gwellaat stad a glad war Sant Jakez e Breizh :

  • dre aozañ prezegennoù ha diskouezadegoù ;
  • dre ar pezh a vez graet evit embann ul levr ;
  • dre reneveziñ al lec'hiou hag ar oberennoù ;
  • dre al laz-kanañ "Mouez ar Jakez" a ro da anavezhout kanaouennoù gregorian Levr Sant Jakez.

 Kiklit amañ evit gwelout kartenn hentoù San Jakez e Breizh...